Ur gevredigezh nevez savet eo Sklaer Breizh a oa bet krouet e miz gouere diwezhañ !
Hor gevredigezh zo palioù ganti :
- diorren ha treuzkas ar brezhoneg
- distreiñ anezhañ er vuhez bemdeziek
- lakaat anezhañ er-maez d'ar skol
Setu perak e vo kinniget deoc’h gant skipailh Sklaer Breizh abadennoù evit ma vevo hor yezh :
- abadennoù c’hoarioù-taol
- 2 laz-kanañ : unan evit ar familhoù hag unan all evit kanañ en ur zañsal
- komzoù
- hag abadennoù all a zeu (livañ ha tresañ, keginañ, baleadennoù...)
Evit kregiñ e kinnigomp deoc'h respont d'ar furmskrid-mañ evit ma c'hallimp gouzout muioc'h peseurt obererezhioù a blijfe deoc'h.
Hag evit mont pelloc'h e c'hallfec'h emezelañ.
Ken ar c'hentañ
___________________________________________________________________________________
Notre association a pour but :
- de développer et transmettre la langue bretonne
- de le ramener dans la vie quotidienne
- de le sortir de l'école
Pour ce faire, nous vous proposons des activités pour faire vivre notre langue :
- jeux de société
- 2 chorales : une pour les familles et l autre pour chanter en dansant
- discussions
- et d'autres à venir (peinture et dessin, cuisine, balades...)
Pour commencer nous vous proposons de répondre à ce questionnaire afin que nous puissions mieux cerner vos attentes en matières d'activités.
Et pour aller plus loin vous pouvez adhérer.
A bientôt

Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire